Prizioù en deus bet Stered meur a wech abalamour d’ar pezh a ra evit ar brezhoneg. En em ziforc’hañ diouzh ar merkoù all a ra STERED hag abaoe m’eo bet krouet e vez dedennet ar mediaoù breton ha gall ganti.

Perzhioù pennañ Stered abaoe 2009

Un elfenn bouezus eo ar brezhoneg evit STERED.
Kerkent ha ma oa bet roet lañs d’ar merk e 2009 e oa sklaer an traoù : un anv brezhonek, ul lec’hienn Genrouedad teiryezhek (galleg, brezhoneg, saozneg), koulzadoù kehentiñ divyezhek (galleg ha brezhoneg), tikedennoù divyezhek penn-da-benn, ha dreist-holl ar brezhoneg a vez skrivet gant lizherennoù bras war an dilhad.
Evit ar wech kentañ e Breizh e vez implijet ar brezhoneg evel ur banniel gant ur merk dilhad prest-da-wiskañ.
Buan-kenañ e oa bet remerket STERED gant Ofis ar Brezhoneg.
A-boan krouet e voe roet Prizioù an Dazont dezhañ gant an ensavadur. Dedennet e voe ar c’hazetennoù neuze gant ar merk a gomañse da dapout brud e-touez ar vrezhonegerien hag e-touez tud all.
Lañset e oa an avantur…

Ya d’ar brezhoneg

Ar bloaz war-lec’h he doa bet Stered al label « Ya d’ar brezhoneg » da c’haredonañ an traoù fetis graet ganti evit implijout ha brudañ ar brezhoneg en embregerezh.
STERED eo ar gevredigezh kentañ en Il-ha-Gwilen a zo bet roet al label-se dezhi.
E-pad al lid e oa bet broudet krouerien ar merk da genderc’hel da gas ar brezhoneg war-raok gant an itron Lena Louarn, Prezidantez Ofis ar Brezhoneg, ha laouen e oa-hi gant ar « skeudenn arnevez eus ar brezhoneg kaset gant STERED », hag ivez gant « al live uhel a vrezhoneg implijet gant ar merk ».
 

langue bretonne

Lena Louarn o reiñ al Label « Ya d’ar brezhoneg » da STERED d’an 19/01/2010

* Al Label Ya d’ar brezhoneg zo unan eus ar binvioù kinniget gant an Ofis evit ma c’hallo ar brezhoneg mont war-raok er vuhez foran.

Slide background