vêtements de qualité

Produoù STERED zo disoc’h un hir a labour diorren hag un argerzh oberiañ luziet. A-raok en em gavout etre ho taouarn, hon dilhad a vez oberiet gant kalz a dud : grafourien, patromourien, stammerien, livadennerien, dilhaderien, sidanvoullerien, pasamanterien…

Danvezioù

Kotoñs breuzet, moelton kravet, mailh piket pounner… abaoe an deroù e kinnigomp deoc’h dilhad oberiet diwar danvezioù nobl eus ar c’hentañ ha n’int ket dañjerus evit ho yec’hed (n’eus ket a zilerc'hioù diastuzerioù er gwiennoù plant, ne vez ket tretet ar mailhoù nag ar gwiadoù gant aozadoù kimiek).

Tretañ

Gwalc’hadurioù pe kaot naetaerezh ijinet a-ratozh evit hon dastumadoù a vez lakaet war ar mailhoù evit ma vo dous, sonn, aes ha gwevn an dilhad a zeu e-maez eus hol linennoù produiñ.

Peurgempenn

Studiet e vez pep tra dre ar munud gant evezh evit gwarantiñ ma vo neuziet-mat, solud hag akomod an dilhad peurechu. Serrioù-prim metalek, gwrioù, tretadurioù ar mailhoù… Eus ijinañ an troc’hoù betek al labourioù peurgempenn bihan, ne vez graet netra dre zegouezh.

An teknikoù moullañ a bep seurt hag ivez hor broderezhioù, priziet gant an dud dre ma vezont oberiet gant gwrioù ingal ha ma vez unvan an distremp, zo mestroniet-mat ganeomp hag aozet gant aked.

Ar c’hlask sevel dilhad peurvat a ra eus pep hini eus pezhioù dilhad STERED ur pezh dibar, eeun hag akomod, hag a bad en amzer.