marque bretonne

 
Krouet hor boa ar merk STERED e Roazhon e 2009. Gant ar merk-se e vez kinniget ur rummad dilhad prest da wiskañ evit ar baotred hag ar merc’hed, awenet gant Breizh, un douar gwriziennet met troet war-zu an donvor.

Tost da 10 vloaz zo emañ hon dastumadoù o veskañ evel-se hol levezonoù breizhek gant ar spered avantur ha gant un doare dibar da veajiñ.

Ar brezhoneg, liammet strizh ouzh STERED, a vez lakaet war wel ganeomp war hon dilhad hag ivez war skoroù kehentiñ ar merk. Un dra anat eo evidomp.
Choazet hon eus ivez oberiañ hon dilhad er vro ha kas hon holl argerzhoù oberiañ war-raok gant skiant-vat.

Ijinañ, krouiñ, empennañ, oberiañ, strollañ ha kas ho produ… Lorc’h zo ennomp o vestroniañ pep pazenn eus an argerzh oberiañ hag o kinnig deoc’h dilhad padus ha gwirion, troc’het a-feson.

Hon dastumadoù, hag oa e gwerzh war ar Genrouedad hepken pa oa bet lañset hor merk, a vez gwerzhet en ur c’hant stal bennak bremañ.
Bep bloaz e vez dedennet kenwerzherien nevez gant STERED, abalamour da spered e zastumadoù ha d’e dalvoudoù : hini ur merk lorc’h ennañ gant hec’h identelezh hag a ra e renkoù e kalon Breizh.

Spered ar foeterien-vro, an nerzh gouez, ergezhadenn an douaroù pell… sed aze an talvoudoù a zo ganeomp hag hon eus c’hoant da genlodañ ganeoc’h,
Evel un distro d’an eien…

Slide background