AR MERK STERED




STERED a zo ur merk dilhad awenet gant Breizh, un douar gouez ha digabestr, skoet gant an avelioù, diroget gant kounnar ar mor, lugernus dindan gouloù an heol, o tassoniñ gant kan an dud hag huchadennoù an dour.

Breizh, ur vro beajourien, speredoù dieub hag ergerzherien : troet war an diavaez, stag ouzh emdroadur ur bed o cheñch-dicheñch hep koulskoude koll pinvidigezh he identelezh.

Breizh, ur vro o vont war-raok dalc'hmat, luskellet gant sonioù he yezhoù dezhi, douget gant lusk ar modernelezh, gant startijenn he sevenadur birvidik.

Breizh a zo gwirion, a-vremañ ha lorc'hus.

Breizh a zo an nerzh a vroud STERED.

Breizh a zo e STERED.

STERED – Awenet gant Breizh



© 2008-2011 STERED™   -   Reolennoù gwerzh   -   Darempredoù   -   Blog   -   Facebook   -   Twitter   -   Google+   -   Youtube   -   Steuñvenn al lec'hienn